Mont a reas er morlu e 1915, hag ec'h echuas gant e studioù en akademiezh vor e 1917. Da vare Republik Weimar hag an Trede Reich e labouras en Deutsche Marine. Lakaet e voe da gabiten-lestr e 1939 hag e miz Here 1942 e voe lakaet da gomandant ar morreder Prinz Eugen. Ur pennadig goude e kejas ouzh Joseph Goebbels hag a oa deuet da weladenniñ ar vag asambles gant kazetennerien. Goebbels a lakaas Voss da eilamiral d'ar 1añ a viz Meurzh1943.
Er Wolfsschanze e oa Voss da zevezh irienn an 20 a viz Gouere 1944. Gloazet e voe pa darzhas ar vombezenn ha resev a reas ar vedalenn Verwundetenabzeichen.
E 1945 ez eas da repuiñ er Führerbunker e Berlin. Eno e teuas da vezañ kuzuliad
Goebbels hag e wreg Magda.
D'an 30 a viz Ebrel e voe Voss e-touez an ofiserien a glevas Hitler o lavarout e oa gwelloc'h dezhañ mervel e-lec'h klas tec'hout kuit rak gronnet e oa Berlin gant soudarded an Arme Ruz.
Er strollad kaset gant an SS-BrigadeführerWilhelm Mohnke e oa Voss. Klask a rejont kuitaat Berlin, met al lod brasañ anezho a voe harzet gant soudarded an Arme Ruz. Kaset e voe Voss d'ar bunker en-dro, da anavezout korfoù devet Joseph, Martha Goebbels hag o c'hwec'h bugel.
Goude-s e echomas prizoniad e-pad pell. E miz Eost 1951 e voe tamallet outañ bezañ bet ur post a-bouez en aozadur brezel Hitler ha bezañ kemeret perzh en ur brezelagradiñ, daoust d'al lezennoù ha d'ar feurioù-emglev etrebroadel. E miz C'hwevrer 1952 e voe kondaonet da 25 bloavezh toull-bac'h gant lze-arme distrig arme Moskva. E miz Kerzu 1954 e voe dieubet diwar un dekred gant Praesidium ar Sovied Meur ha kaset da Alamagn ar Reter.